Karnedoù un ergerzhour difiñv : pennadoù

Karnedoù un ergerzhour difiñv : pennadoù

Editeur(s) : Al Liamm


« E gwirionez ne c'heller lavaret ec'h anavezer mat ur gêr nemet pa vezer troad-ouzh-troad gant ar boblañs. Daremprediñ bemdez paour ha pinvidik, kozh ha yaouank, lart ha treut, bihan ha bras, kamm ha tort, fur ha foll, eno emañ ar gwir zalc'h, » eme Herve Gouedard er pennad-skrid kentañ a c'heller lenn en dastumad-mañ. A-drugarez da Herve Gouedard, baleer-bro kizidik hag aketus anezhañ, e c'hellomp kantreal un tamm e pep lec'h e Breizh, Sant-Brieg ha trowardroioù porzh al Lege evel-just, ha pelloc'hik Binig, Plerin, Porzhig, Sant-Ke, Beg-an-Arc'houest...

War ar memes tro e reomp anaoudegezh gant tud a bep seurt, martoloded, barzhed, reuzeudien, tud vrudet evel Yann Gonan, Louis Guilloux, Jules Verne pe Turner ha kaout un tañva saourus eus istor hor bro dre e gantreadennoù niverus ha liesliv.

À commander
Envoi sous 10 à 15j
* Sous réserve éditeur
14,00 €
Ean : 9782736801458
Date de parution : 30 novembre 2020
Rayon(s) Guides France
Format et Reliure : Livre
Pages : 222