• N'int ket evit asantiñ e vije mastaret o bro en askont d'an araokaat, d'an arc'hant bras a c'hell tud zo kaout diwar distruj ha gwallgas an endro. Lod all, uvel ha sioulik, a dap hentoù dic'hortoz gant an darvoudoù a c'hoarvez en o buhez pemdeziek. Ur beajer eo Kristian Braz hag ur blijadur eo mont d'e heul pe vefe betek Berlin da vare ar Perestroika, Dulenn e-pad ar reuz bras hag ar bombezennoù pe c'hoazh war un enezennig a Vro-C'hres...

    --- Les personnages auxquels Kristian Braz donne vie sont bien souvent des bretons aux racines bien ancrées dans leur pays. Des gens ordinaires ou originaux, décrits avec humour, ironie ou tendresse. Certains sont très proches de la nature, respectent leur environnement, comme dans les nouvelles Feunteun Santez Diboan ou Gwez, et ne supportent pas que leur pays soit souillé, pollué, au nom du progrès, de l'argent que peuvent certains se faire en détruisant l'équilibre fragile de la nature. D'autres, plus simples, prennent des chemins totalement inattendus, suite à des événements imprévus. Kristian Braz est aussi un voyageur et c'est un plaisir de le suivre dans le Berlin de l'époque de la Perestroïka, le Dulenn durant la période ravageuse et les bombes, ou encore sur une petite île grecque...

    Sur commande
  • Breton Rebetiko hag istoriou all

    Kristian Braz

    • Al liamm
    • 20 Octobre 2016

    Ur sell kizidik ha don en deus Kristian Braz war tud e bobl, tud kesheñvel o flandedenn, lod gwasket gant o amzer dremenet, gant o sioù, lod kaset gant lusk ar vuhez pembeziek hag o spi en amzer da zont.
    Ur perzh dibar a zo gant an endro hag ar sonerezh ivez en danevelloù-mañ, reiñ a reont an talm hag al lusk rekis evit degas c'hoant d'al lenner da vont larkoc'h war hent kildroennek buhez an tudennoù krouet gant ar skrivagne.

    Sur commande
  • Park ar boudiged

    Kristian Ar Braz

    Live lenn 1/5.
    Piv n'avanez ket an uhelgoad, gant e c'hoad hag e reier burzhudus !
    Hag al lenn ken brav !
    Met la lenn-se, tudoù, n'eo ket bet eno a-viskoazh.
    Setu pezh 'm eus desket an deiz all pa oan aet di gant va c'hlasad.
    Pebezh istor !
    Deuit d'am heul m'ho 'peus c'hoant gouzout hiroc'h !

    Sur commande
  • E Toronto, en deiz-hiziv, emañ Alexander MacDonald o weladenniñ e vreur henañ Calum.
    M'emañ bremañ Calum o vevañ e-kreiz ar vizer hag an alkoolegezh eo bet gwechall rener dispont klan MacDonald, ul lignez a besketaerien, koadourien ha mengleuzerien, evel e hendad Calum Ruadh, divroet et 1779 eus Bro-Skos evit kregiñ gant ur vuhez nevez e "Bro ar gwez", Cape Breton e Skos-Nevez.
    Evel ma ne vefe bet troc'h ebet a-hed an tri c'hantved tremenet e vo kaset-degaset al lenner eus straedoù Toronto da aodoù Cape Breton, eus Douaroù Uhel Bro-Skos betek mengleuzioù uraniom Ontario.
    Dreist an egor hag an amzer.
    Un istor a lealded eo ar romant-mañ : lealded ouzh an hêrezh, ouzh ar gouezeleg ma vez c'hoazh komzet ha kanet er vro, ouzh bed al labourerien, ouzh ar familh, forzh peseurt darvoud kriz a c'hoarvezfe : "Tev ar gwad, tanav an dour", a lavar atav ar vamm-gozh.

    Sur commande
  • Ar gurunenn

    Kristian Ar Braz

    Sur commande
  • Breton Dvd a-hed ar c'hantved

    Christian Le Braz

    • Tes
    • 13 Décembre 2008

    Un heuliad a eizh film kenbroduet gant Blaz Production ha TES. Testenioù tud strollet diwar o zerroueroù genidik, hag a gont peseurt skiant-prenañ o deus bet en Xxvet kantved. Skridoù an divizoù da-heul.

    Une série de huit films co-produits par Blaz Production et TES. Des témoignages de bretonnants, regroupés par territoires linguistiques, sur leur expérience du Xxe siècle. Avec livret des transcriptions.

    Sur commande
empty